Un dornad tud sot gant al levrioù hag ar brezhoneg, ha boas da zaremprediñ bugale a oar brezhoneg, o doa krouet ar gevredigezh Hipolenn e miz Genver 2007 evit broudañ al lenn brezhonek e-touez ar vugale.
Gant izili ar c’huzul-merañ e vez kenurzhiet labour ar gevredigezh hag aozet abadennoù lenn. Setu izili ar c'huzul-merañ evit 2009 : Morwena Audic, Katell Chantreau (sekretourez), Laurence Guillo (prezidantez), Renan Kerbiquet, Nicolas Hyon (teñzorour).
Skoazellet e vez ar c'huzul-merañ gant ar bodad treiñ hag adlenn : Stefan Alliot, Morwena Audic, Tudual Audic, Katell Chantreau, Sarah Chedifer, Maxime Crahe, Erwann Denez, Nicolas Hyon, Mark Kerrain, Jean-Do Robin.
Forzh peseurt den, youl gantañ, brezhoneger ha plijet gant al levrioù, a c'hell dont e-barzh skipailh Hipolenn evit kemer perzh en dibab levrioù, el labour treiñ, el labour maketenniñ an troidigezhioù ha kempenn al levrioù, pe c'hoazh evit buheziñ abadennoù lenn.

Redadeg 2008 - km 113 - ul lodenn eus skipailh Hipolenn gant mignoned eus Barzhanoff, prest da redek 2 gilometr (vo ket kontet deoc'h e peseurt stad int erruet !)