An holl levrioù bet troet ganeomp, bet peget enno an droidigezh vrezhonek, hag un nebeud levrioù brezhonek hag a blij deomp kalz a ya d'ober levraoueg-bale Hipolenn. Mont a raio war binvidikaat tamm-ha-tamm. Tost da 50 albom a vez kavet enni evit poent. Fellout a ra deomp lakaat an dastumad levrioù-se da dreiñ er skolioù, er gouelioù, er c'hampoù vakañsoù, er stajoù brezhoneg...
Pegement eo ?*
*Dav eo bezan ezel eus Hipolenn (15€ eo ar skodenn vloaz evit ar skolioù pe ar c'hevredigezhioù). Tro 20 levr a c'heller dibab bet tro.
Penaos implij al levraoueg bale ?
Penaos amprestiñ al levraoueg ?
Aes Bernez ! Dibab al levrioù hag an deiziadoù. Mont e darempred gant Hipolenn evit mirout anezho. Dont da gerc'hat al levrioù. Sinañ ar gevrad. Kas en dro al levrioù.
Kevrad skouer
Darempred
Bro Roazhon : e ti Katell Chantreau - 16F straed Maunoir - Roazhon - katellig@yahoo.fr - 09 53 35 56 44
Bo Gwened : e ti Laurence Guillo - 36 rue Garigliano - Gwened - laurence@naegele.fr - 02 97 46 69 58
An izili hepken a c’hell mont war ar bajenn-se. Enrollit ho login pe emezelit ouzh Hipolenn.
Klask a reomp renabliñ al levraouegoù nann-arbennik ha digor d'an holl hag o deus un dastumad levrioù brezhonek evit ar vugale. Ma anavezit levraouegoù seurt-se, lârit deomp.
Aodoù-an-Arvor
Penn-ar Bed
Il-ha-Gwilen
Liger-Atlantel
Morbihan
Levraouegoù zo a blijfe dezho prenañ un nebeud levrioù brezhoneg met ne oar ket brezhoneg al levraouegerien ha ne oaront ket penaos dibab al levrioù neuze. Setu ur roll levrioù brezhonek evit ar vugale a blij deomp kalz, hag a c'hello sikour anezho marteze.