Hipolenn Bez 'po da lenn !

hip06.gif
bz|fr

Roll an troidigezhioù

An izili hepken a c’hell mont war ar bajenn-se. Enrollit ho login pe emezelit ouzh Hipolenn.

Ur rouedad eskemm troidigezhioù

Abaoe pell e vez troet levrioù gant ar familhoù pe gant ar skolaerien evit ar vugale zo o teskiñ brezhoneg gant o familh pe er skol. Ur pezh mell labour a vez kaset e-giz-se, gant pep hini en e gorn. Levrioù brav zo zo bet troet meur a wech gant tud liesseurt hep gouzout dezhe memes.

Ni a gav pouezus reiñ levrioù brezhonek a-feson da lenn d'hon bugale. Kement-se a vago o flijadur hag o c'harantez ouzh al lenn hag ouzh ar brezhoneg. Re dreut eo an embann levrioù brezhonek avat, re vihan an niver a levrioù brezhonek gouest da atizañ c'hoant-lenn ar vugale a vremañ.

levrioù

Hipolenn a fell dezhi aozañ ur rouedad eskemm troidigezhioù ha kinnig d'ar vrezhonegerien un doare aes da vrezhonekaat levrioù dispar. O prenañ levrioù gallek hag oc'h ober ur c'hempenn dezho e c'hello ar familhoù hag ar skolioù pinvidikaat o levraoueg brezhonek.

Pep troidigezh a c'heller pellgargañ ur stumm .pdf maketennet brav anezhi (gant al livioù hag ar fontoù orin) hag ur stumm .doc testenn hepken gant an destenn c'hallek e-tal.

An troidigezhioù lakaet en linenn ganeomp zo bet adlennet pizh gant tud ampart ha boas da skrivañ brezhoneg ha da zaremprediñ bugale. Gant tud a-youl vat e vez kaset al labour treiñ hag adlenn. Deuit e darempred ganeomp ma fell deoc'h hon sikour war an dachenn-se.

Ur skouer : Troidigezh maketennet al levr "La tétine de Nina"

Lañser

Brezhonekaat ul levr : alioù fur

Kit ar brezhonekaat levrioù :

  • ur voullerez (liv zo gwelloc'h evit levrioù zo)
  • ur c'hutter
  • ur reolenn
  • ur blakenn da zidroc'hañ warni
  • sizailhoù
  • follennoù pegus (20€ ar pakad 100 follenn e Office Dépôt, etre 2 ha 5 follenn zo ezhomm evit pep levr)
  • paper plastik (ma 'peus c'hoant da wareziñ al levrioù, 5€ ar roll a dalv evit 6 levr well-wazh).

Budjed : tro 180€ evit un daouzek levr bennak (150€ evit al levrioù ha 30€ evit an dafar).

1) Prenañ al levrioù : ur roll stalioù-levrioù bihan e Breizh arbennik war al levrioù yaouankiz pe o deus un dastumad levrioù yaouankiz a-feson a gavoc'h el lodenn Liammoù. Diwallit ouzh ment al levrioù : a-wechoù e vez embannet ur stumm bihan hag ur stumm bras eus ar memes levr, met an droidigezh vaketennet a ginnigomp-ni ne dalv nemet gant ar stumm bras peurliesañ.

2) Moullañ : dibab moullañ "haute qualité" ha "zone d'impression maximale". Da ziwall zo : maketennet eo bet an troidigezhioù en doare ma vefe kollet an nebeutañ a baper. Gant-se eo bet implijet ar stumm "portrait" a-wechoù hag ar stumm "paysage" gwechoù all. Mesket eo an daou stumm gwechoù all. Gwelloc'h eo moullañ follenn ha follenn neuze. Erbediñ a reomp moullañ war baper pegus evit ma vo bravoc'h an disoc'h, ha padusoc'h ivez.

levrioù

3) Didroc'hañ : heuliañ ar merkoù troc'hañ gant ar c'hutter hag ar reolenn. A-raok troc'hañ a-gleiz hag a-zehou, gwiriañ e vo hir a-walc'h an tamm paper da c'holeiñ an destenn c'hallek.

4) Pegañ : pegus-mat eo ar paper, da lâret eo eo diaes dispegañ anezhañ ur wech peget. Mont dousik zo d'ober neuze. Peurliesañ e vez heuliet urzh ar pozioù gant an droidigezh vaketennet, met pas atav (cheñchet eo bet an urzh a-wechoù evit espernañ paper). Ma 'peus ezhomm e c'hellit implij an destenn divyezhek da adkavout urzh an destenn. Evit levrioù zo eo bravoc'h pa vez peget ur follenn wenn war an destenn c'hallek a-raok pegañ an droidigezh vrezhonek. Peurliesañ n'eo ket bet maketennet ar golo ganeomp, ar bajenn titl ne lâran ket.

levrioù

5) Gwareziñ al levr : ma vo lennet al levrioù gant ur bern bugale (en ur skol da skouer), n'eo ket fall goleiñ al levrioù gant paper plastik.

Kinnig : Ma 'peus prenet un toullad levrioù evit ho skol eo plijusoc'h kas al labour kempenn al levrioù a-stroll. Pediñ mignoned, degas ur voutailhad sistr ha gatoioù, dasparzhañ al labour doare "taylorism" ha bec'h dezhi ! Echuiñ an abadenn gant ul lennadenn a-stroll...

Lañser